Subscribe

Get the latest posts delivered right to your inbox.

or subscribe via RSS with Feedly!

Deg devez e Verdun

Deg devez e Verdun

alt

Jules Gros

Emgleo Breiz

978-2-35974-056-1

12€

E Deg devez e Verdun, e heulier ar zoudard yaouank Gros war dachenn unan deuz gwasa emgannou ar Brezel-bed kenta. Urziou, eneb-urziou, taoliou-chañs ha dichañs dindan tarzadennou an obuzou… Renta kont a ra-eñ, gand eur zell piz ha lemm, deuz follenteziou ar brezel. Eet eo ar speredou war-raog abaoe, ha red eo derhel soñj euz an amzer ma oa bet skrivet al leor.

Eun testeni gwirion eo hini Jules Gros, hag unan a-bouez, ken evid an istor, ken evid ar yez. Rag ar vrezonegerien eo kerse ganto pa n’e-noa ket skrivet e eñvorennou. Setu perag eo talvouduz al leor bihan-mañ : abalamour da binvidigez e yez treger, ha d’e varregez da skriva ha da zoñjal evel an den desket a oa anezañ. Skrivet eo Deg devez e Verdun en eur yez a-feson, uhel hag êz da lenn war eun dro.

Oberour an teir levrenn a zo euz Le trésor du breton parlé eo Jules Gros a-raog pep tra, eur sammad divent a heriou ha troiennou e brezoneg komzet bro-Dreger. E Tredez-Lokemo e oa bet desavet gand e vamm-goz e brezhoneg, hag eno eo marvet en tu all da gant vloaz. Glaharet-braz ’oa bet e spered gand an daou vrezel-bed. Kroget e oa da zastum komzou brezoneg e amezeien ken a-bred ha 1914, en eur zoñjal er rummadou da zond.

Commentaires: