Dianket

Dianket

4ème de couverture

alt

Francis Favereau

Skol Vreizh

2-911447-32-8

13€56

War-lerc’h Mab e dad (1995), sed ama^n un eil romant gant F. Favereau, skrivet etre 1996 ha 1998. Emaer er « bidouf » e Sant-Brieg, m’eo bet serret Laouig, ha ma stag da zuiñ paper diwar-benn an afer c’hoarvezet gantañ : dianket Fant, un nozvezh glav hag avel e Beg an Arc’houest. Ma krog da ren e damm « anket » war ar plac’h dianket.

Eus ti ar Porzh-Gwenn, ma vez a-frapadoù, ouzhpenn kanañ er festoù-noz diouzh e gomper Lerm, e tispenno roudoù Fant, a oa kelenn er skol-veur. Ha foetañ bro e-lec’h ma oa-hi bet, pe e-sell da vont : Galway, neuze Calvi davet he gwaz kent, Doumé. Dre Ahmid, a oar c’hoari gant email ar re all, e tap kaout tres Garmendia, ha mont raktal da Euskadi, ma chom ur reuziad (Donostia, Hernani) o klask breur egile en ur heuliañ movida ar Vasked, ha pleustrañ tabernak kêr har ur manifa bennak evit degas ar presoak "herrira" ("d’ar gêr"), war don gwerzioù Negu Gorriak...

Tro-wenn, war-bouez un ditour a gas Laouig, ha daou eus e gamaradoù, Lerm ha Ken, ur Saoz, da Baris tre, e-metoù... Mokoed, dealerien anezhe. Ne chom ken un dra d’ober : dont war-giz d’ar vro gozh g’an TGV, ha gortoz e-skeud selaou Manu Chao, ken ’teuy ur bannac’h sklêrijenn eus aod Bro-Oelo, etre Staol hag an Enez Benniget, ’kostez Briad, a-barzh ma vo diskoulmet luz Fant da vat ("Gourlamm ba Gourlann"), e fin-kont.