Geotenn ar werhez

Geotenn ar werhez

4ème de couverture

alt

Jakez Riou

Emgleo Breiz

Bep mintin e tarze broñsoù hag e tigore bleuniou nevez. An tommheolig a varelle ar peurvanou ha letonennou an hent ; ar glizin, ar pennglaz a ziwane er gwsked, e diribin ar hleuziou toet ouz ar hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennou. Er foenneier e krene beskennouigou ar hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o ’fismige hag a ’floure o bleud gand heh eskell voulouz-seiz. Hag er girzier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualh a hwibane er strouez, eilet a-bennadou gand ar borzevelleg loued. Kemenn a reent an eil d’egile e livrine brulu an torgennou hag e kammigelle an nadoz-êr a-hed ar stivellou, ken mibin hag he skeud en dour.
An nevez-amzer a oa deut abred.