Mab e dad

Mab e dad

4ème de couverture

alt

Francis Favereau

Skol Vreizh

2-911447-30-1

12€50

Goude e studiadenn diwar-benn al lennegezh vrezhoneg abaoe 1945, goude ar Geriadur Meur, goude e levr war sujed sevenadur Breizh a-vremañ, e ro F. Favereau ur romant ar wech-mañ.

Mab e dad zo war un dro tammoù thriller, un dornad avanturioù, ul loaiad karantez hag ur meudad anarkiezh hejet ha mesket mad oc’h ober anezhañ : ur sort enklask e memor an dud, un enklask hag a zalc’h divorfil al lenner betek ar penn diwezhañ.

Ar yezh a lennoc’h amañ eo hini ar Poher dre vras, alies gant stummoù berraet a glever e Kerne-Uhel pe e Treger Vihan, ha gant gerioù deuet eus ar galleg pe eus ur rannyezh all bennaket, ha n’eo ket ur yezh ken ampezet ha kolieroù hon tadoù-kozh. Ne voug ket ivez an oberour gant un doujañs divent evit an holl dud sakr, ha pa vent emsaverien pe paotred ar « maquis » , nag evit an traoù santel, skolioù kristen pe ti ar breujoù e Roazon, met se ne vir ket outañ a zegas deomp diduañs betek pal e enklask, a-hed darvoudoù ar goañv 1994.