Maro evit ar vro

Maro evit ar vro

4ème de couverture

alt

Goulc’han Kervella, Strollad ar vro Bagan

Skol Vreizh

2-915623-02-3

6€

Strollad ar vro Bagan

1914/1918

Set’ ar pezh a lenner war Monumantoù ar re varo bet savet e parrezioù Breizh-izel war lerc’h ar brezel pevarzek.

Ouzhpenn pevar bloaz e pado ar gigerezh. 130 000 Breizhad a vezo falc’het gant an Ankou.

Lizhiri o deus kaset ar soudarded d’ar gêr e-doug ar pevar bloavezhiad brezel ; ha skrivet kaieradoù-envorennoù, e-touez ar fank hag ar gwad, ar pri hag an daeloù. Diwar al lizhiri hag ar c’haieroù-man, ar soudarded o skrivan hag ar merc’hed o lenn, a bep eil.

« Pa sonjan ez oa tud a grede lavaret en defe graet vad ar brezel ! Diskouezet em eus, gwir eo, en tu-enep, an tu-gin eus ar brezel : rak kaer em eus bet sellet ha kompren n’em eus ket gwelet an tu brao anezhan »* *Loeiz Herrieu : Kammdro an Ankou