Subscribe

Get the latest posts delivered right to your inbox.

or subscribe via RSS with Feedly!

Me, Anjela

Me, Anjela

alt

Anjela Duval

Mouladurioù Hor Yezh

987-2-86863-160-3

13€

Anavezet eo Anjela Duval evit he barzhonegoù dreist-holl, met amañ eo un doare all eus pinvidigezh pluenn barzhez Traoñ an Dour eo a zo dispaket dimp, hini ar c’homz-plaen.

Ar pennadoù a gaver dastumet amañ eo eñvorennoù yaouankiz Anjela war-bouez ar peder c’hontadenn bodet e dibenn al levr.
Kontañ a ra he buhez e Traoñ an Dour, an ti-feurm bihan dalc’het gant he zud betek ar brezel diwezhañ ha ganti hec’h-unan-penn goude-se.

Ar parkeier, al loened, ar plant, ar gwez, ar stêr hag an natur tro-dro dezhi eo he domani ; n’eus ket par dezhi da gontañ diwar o fenn gant kizidigezh, fent ha karantez.

Taolenniñ a ra ivez tud ar vro, buhezioù kalet pa ranke pep hini labourat start hag en em skoazellañ an eil egile pa save bec’h ha diaezamant.

Anjela Duval a ra gant ur yezh c’hwek ha bev ha ne skuizhet ket ouzh he lenn hag hec’h adlenn.

Anjela Duval [1905-1981] — barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C’houerc’had).

Commentaires: